Je m'engage

Mon parcours

Il y a six ans, vous m’avez élue pour devenir la première femme maire de notre ville. Enfant, jamais je n’aurais imaginé accéder à cette fonction.

Je suis née et j’ai grandi près de Lorient, fille aînée de trois enfants, auprès d’un père enseignant et d’une mère secrétaire. Notre famille n’était pas tout à fait comme les autres. Ce sont peut-être les regards portés sur nous qui ont progressivement affirmé chez moi le rejet viscéral de l’injustice et de l’exclusion.

A 18 ans, comme beaucoup de Bretonnes et de Bretons, je suis « montée » à la capitale régionale pour y faire mes études.

 

J’ai découvert, plus encore que des rues et des quartiers, un état d’esprit rennais, des citoyennes et des citoyens épris d’engagement et une cité qui a fait du vivre en intelligence son mot d’ordre.

 

Une rencontre devait me marquer plus qu’aucune autre. Celle d'Edmond Hervé, qui m’a proposé de faire partie de son équipe municipale. J’avais 25 ans et je suis devenue son adjointe à la vie associative. J’ai appris, à ses côtés, la rigueur et le dévouement que demande la fonction de maire.

J’ai ensuite été élue première adjointe à la solidarité et vice-présidente de Rennes Métropole à la cohésion sociale, puis députée. J’ai contribué à une nouvelle étape de la décentralisation. Ces engagements successifs, j’ai toujours voulu les concilier avec ma vie de famille. Il doit être possible d’être maire et mère de deux enfants.

Photo Parcours 2

 

Depuis six ans, avec mon équipe, je n’ai eu qu’une obsession : vous permettre de vivre Rennes, à votre rythme, à votre envie, en harmonie.

 

Je n’ai pas la prétention de dire que nous avons tout réussi. Pour autant, Rennes a changé en un mandat. Nous avons façonné une ville qui nous ressemble.

Photo Parcours 1

Nous avons construit un centre des congrès, inauguré une nouvelle gare et finalisé le chantier colossal d’une seconde ligne de métro. Notre taux de chômage est l’un des plus bas des grandes villes. La rénovation à laquelle je tiens tant, du Blosne et de Maurepas, est engagée, rue par rue, immeuble par immeuble.

Désormais, avec le budget participatif, vous proposez et vous votez directement une partie des investissements de la ville. Ensemble, nous luttons contre le réchauffement climatique, en aménageant des parcs, des pistes cyclables ou en installant des panneaux solaires.

Je sais qu’il nous reste encore beaucoup à faire. Les tracas qui pèsent sur nos déplacements et notre tranquillité, les fractures qui menacent notre cohésion, l’urgence environnementale qui nous invite à agir plus vite et plus fort… tous ces défis exigent des solutions nouvelles.

 

Vous me connaissez. Je suis à vos côtés, déterminée.

Je veux continuer à mettre toute mon énergie, pour vous, pour Rennes. Pour que notre ville soit fidèle à ses valeurs, cultive son art de vivre et porte fièrement cet « esprit rennais » qui nous rassemble.

 

Signature

 

Ganet on bet ha graet em eus ma c’hresk e-kichen an Oriant. Ar verc’h henañ eus tri bugel on, merc’h d’un tad kelenner ha d’ur vamm sekretourez. Ne oa ket tre hor familh evel ar re all. Ar selloù taolet warnomp o doa lakaet ac’hanon tamm-ha-tamm, marteze, da  zisteurel krenn an direizhder hag an dispellerezh.

Da 18 vloaz, evel kalz a Vretonezed hag a Vretoned, e oan « pignet » d’ar gêr-benn rannvroel d’ober ma studi.

 

Graet em boa anaoudegezh, muioc’h c’hoazh eget anavezout straedoù ha karterioù, gant tro-spered tud Roazhon, gant keodedourezed ha keodedourien hag a gar en em ouestlañ ha gant ur gêr he deus graet eus ar bevañ e kenemglev he gêr-stur.

 

Un den en deus levezonet ac’hanon muioc’h eget n’eus forzh piv all. Edmond Herve an hini eo. Kinniget en doa din dont da vezañ ezel eus e skipailh en ti-kêr. 25 bloaz e oan ha deuet e oan da vezañ eilmaerez evit buhez ar c’hevredigezhioù. Desket em eus gantañ petra eo ar rikted hag an emroüsted goulennet gant ar garg a vaer.

Goude-se e oan bet dilennet evel eilmaerez evit ar c’hengred hag evel besprezidantez e Roazhon Meurgêr evit ar c'henstag sokial, ha kannadez goude-se. Sikouret em eus da vont war ur bazenn nevez war-zu an digreizennañ. An engouestloù lerc’h-ouzh-lerc’h-se am eus bet c’hoant atav da lakaat anezho a-unan gant buhez ma familh. Bezañ maerez ha mamm daou vugel a zle bezañ posupl.

Photo Parcours 2

 

Abaoe c’hwec’h vloaz zo, gant ma skipailh, n’eus nemet un dra war ma spered : reiñ tro deoc’h da vevañ e Roazhon, diouzh ho lusk, diouzh ho c’hoant, en unvaniezh.

 

Ne c’hallan ket fougasiñ hon eus kaset pep tra da bennvat. Cheñchet neuz he deus Roazhon, koulskoude, e-korf ur respet. Stummet hon eus ur gêr a denn deomp.

Photo Parcours 1

Savet hon eus ur greizenn ar c’hendalc’hioù, digoret hon eus ur gar nevez ha peurechuet hon eus chanter bras-divent un eil linenn vetro. Hor feur dilabour zo unan eus ar re izelañ e-touez re ar c’hêrioù bras. Boulc’het eo al labourioù, a zo ken pouezus evidon, da nevesaat ar Blon ha Malrebast, an eil straed war-lerc’h eben, an eil kendi war-lerc’h egile.

Bremañ, gant ar budjed perzhiadekaus, e kinnigit  hag e votit war-eeun ul lodenn eus postadurioù kêr. Stourm a reomp, a-gevret, a-enep tommadur an hin, en ur derkañ parkoù, roudennoù divrodegoù pe en ur staliañ panelloù-heol.

Gouzout a ran e chom deomp kalz traoù d’ober. Strafuilhet omp gant an traoù a c’hall noazout ouzh hon dilec’hiadennoù hag ouzh hor sioulder, ar frailhoù a laka hor c'henstagted en arvar, ar vallusted a-fet endro a c’houlenn diganeomp ober traoù buanoc’h ha kreñvoc’h… Evit talañ ouzh an holl zaeoù-se ez eo ret kavout diskoulmoù nevez.

 

Anavezout a rit ac’hanon. Asambles ganeoc’h emaon, mennet-start.

C’hoant am eus da genderc’hel da lakaat an holl startijenn a zo ennon, evidoc’h, evit Roazhon. Evit ma vo feal hor c’hêr d’he zalvoudoù, evit ma kendalc’ho hec’h arz bevañ hag evit ma roio da anavezout, lorc’h enni, « tro-spered Roazhon » a laka ac’hanomp a-unan.

 

Signature